Abu Bakr al-Baghdadi

Poltred Abu Bakr al-Baghdadi pa oa prizoniad e Camp Bucca, Irak, e 2004

Abou Bakr al-Baghdadi (Arabeg:أبو بكر البغدادي‎‎), pe Ibrahim Awad Ibrahim al-Badri (Arabeg:إبراهيم عواد إبراهيم علي محمد البدري السامرائي) e anv gwir, ganet d'an 28 a viz Gouhere 1971, a zo e penn aozadur ar Stad Islamek hag en em ziskleriet e oa Kalif. Lesanvet eo an tasmant[1].

D'ar 4 a viz Here 2011, ar gouarnamant amerikan a ouzhpennas al-Baghdadi war listenn ar sponterien klasket war o lerc'h ar muiañ gant ur sammad a US$10 milion evit pep keloù a c'hellfe degas e harz pe e varv. N'eus nemet penn al-Qaeda, Ayman al-Zawahiri, o kaout ur sammad arc'hant uheloc'h evit e harz pe e varv US$25 milion. Gouarnamant SUA a ziskler eo kiriek al-Baghdadi da skraperezh mac'hiaded, lakaat da sklav, palforzhañ ha muntrañ ur geodedourez amerikan a voe lazhet war-lerc'h. Meur a wech eo bet diskleriet e oa bet lazhet pe d'an nebeutañ gloazet-bras met betek-henn n'eo ket bet prouet anat. Marvet eo emlazhet e-kerzh an Oberiadur-brezel Kayla Mueller d'ar 27 a viz Here 2019, pa lakas da darzhañ ur gouriz-tarz a-raok bezañ prizoniet gant nerzhioù ispisial SUA.

  1. https://www.la-croix.com/Monde/Fin-califat-groupe-Etat-islamique-Syrie-pas-influence-2019-03-24-1301010877

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne